Harry Potter ha Maen ar Furien zo titl ul levr bet embannet gant ti-embann An Amzer embanner e miz Here 2012. Troet e oa bet e brezhoneg gant Mark Kerrain diwar an oberenn bet savet e saozneg gant ar skrivagnerez saoz J. K. Rowling, Harry Potter and the Philosopher's Stone an titl anezhi.
Emzivad anezha, ema Harry Potter o chom e ti e eontr hag e voereb, e bed ar vougouled, pa'z eo pedet da vont da Gerambreo, ar Skol Strobinellerezh renet gant Albus Dumbledore. Eno e tremeno ar bloavezh-skol ha keja a raio gant Hermione Granger ha Ron Weasley a vo rannet troio-kaer marzhus Harry a-enep Nerzhio an Devalijenn gante.